The Magnetic Fields

The Magnetic Fields a zo ur strollad savet àr-dro un den : An New-Yorkad Stephin Merritt, soner hag aozer-sonennoù anezhañ. An albomoù bet savet get Merritt dan añv ar strollad "The Magnetic Fields" a zo liv ar bleioù 80 àrnehe, sonerezh pop skañv ha fentus get pozioù a-ziwoud ar garantez. Susan Anway a veze é kaniñ e "The Wayward Bus" ha "Distant Plastic Trees" (diaes eo o c'havet, met un dastumadeg get an tonioù pouezusañ a oa daet er-maez); a-hend-arall eo Merritt eñ e-unan a gas ar c'han e-barzh an albomoù arall da gustum.

"69 Love Songs" eo an oberenn bouezusañ bet savet get Merritt ha prizet mat get ar vurutellourion sonerezh. Teir fladenn argant a ya d'ober an albom-mañ (teir fladenn gwerzhet distag er Stadoù-Unanet). Tud a bet seurt zo bet pedet a-benn kanañ e sonennoù zo.

Get an albom "i" (2004) e kendalc'has Merritt get e albomoù-meizad (amañ pep kanaouenn a zo "i" he lizherenn gentañ ha meur a wezh ar ragañv "I"). Setu tud hag a za ingal da skoazellañ Merritt er Magnetic Fields : Sam Davol (violoñsell), John Woo (banjo, eil gitar), Daniel Handler, Susan Anway ha Claudia Gonson (taboulinoù, piano).

Pladennoù :

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
* Distant Plastic Trees (1991)
* The Wayward Bus (1992)
* The House of Tomorrow EP (1993)
* Holiday (1994)
* The Charm of the Highway Strip (1994)
* Get Lost (1995)
* 69 Love Songs (1999)
* i (2004)