The Minch

Kartenn an Inizi Gall, gant the Minch en hanternoz, The Little Minch, ha Mor an Inizi Gall er c'hreisteiz.
The Little Minch, pa seller war-gaout Loch na Madadh.

An Cuan Sgìth', pe An Cuan Sgitheanach, pe Cuan na Hearadh, pe An Cuan Leòdhasach, hervez an inizi, diwar ar ger gouezelek cuan, a dalvez kement ha "mor strizh"[1], pe The Minch e saozneg, pe The North Minch, zo ur strizh-mor er gwalarn da Vro-Skos, etre an douar-bras hag inizi Na Hearadh (Harris, e saozneg) ha Leòdhas (Lewis). "Skotlandsfjörð" ("fjord Bro-Skos") e oa an anv e norseg[2].

Minch ha Little Minch

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An Cuan Canach a vez graet eus The Lower Minch, pe The Little Minch etre An t-Eilean Sgitheanach (Skye), er reter, ha Uibhist a Tuath (North Uist), Beinn na Faoghla (Benbecula), Uibhist a Deas (South Uist), Barraigh (Barra), ha re all er c'hornôg. Digeriñ a ra war Mor an Inizi Gall.

Eus an hanternoz d'ar c'hreisteiz eo evel ur mor diabarzh etre ar Minch, Mor an Inizi Gall, hag ar vrec'h-vor goude aleshont da Iwerzhon, ur mor diabarzh en arvor Bro-Skos,[3] anvet ivez Mor Bihan Bro-Skos (the Inner Scottish Sea).

110 km hed zo d'ar vrec'h-vor, hag etre 30 ha 70 km ledander Ul lestr-treizh a dreuz ar Minch gant ar gompagnunezh Caledonian MacBrayne.

Gwelout ivez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Malcolm Maclennan, Gaelic Dictionnary p.111: "narrow sea.
  2. Anderson, Joseph (Ed.) (1893) Orkneyinga Saga. Translated by Jón A. Hjaltalin & Gilbert Goudie. Edinburgh. James Thin and Mercat Press (1990 reprint). ISBN 0-901824-25-9
  3. IHO Spec. Pub. S-23 (3rd ed, 1953), Limits of Oceans and Seas, #18; also Draft 4th ed., 1986