Themisto

Anaout a reer div d-Themisto (Θεμιστώ, Themisto e gregach) e mojennoù Hellaz.

Gwreg Athamas

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Themisto, merc'h da Hypseüs (Ὑψεύς) a oa trede gwreg Athamas, roue Orc'homenos. Pemp bugel he doe gantañ, hervez Apollodoros Aten (I, 9, 2) : Leukon, Erythrios, Sc'hoineüs, Ptoos ha Porphyrion[1]. Hervez skridoù all n'he doe nemet daou : Sphingios hag Orc'homenos.

Pan eas en-dro ar roue gant e eil gwreg, Ino, e wiskas Themisto he bugale e gwenn, ha re Ino e du. Neuze e stagas da lazhañ ar vugale gwisket e du, evit kaout he digoll ouzh treitouriezh he gwaz.
Ne ouie ket Themisto e oa bet adwisket ar vugale gant Ino, ha neuze ez eo he bugale-hi a lazhas, war-bouez Sc'hoineüs, hervez ar vojenn.

Mamm e vije ivez d'ur verc'h, Leukonoe, ha Poseidon a vije an tad.

Mamm an Danav

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un Themisto all, merc'h d'an doue-stêr Inac'hos, a voe brazezet gant Zeus hag a voe mamm da Ister, ar stêr Danav.

Steredoniezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Themisto zo ivez ul loarenn eus ar blanedenn Yaou. Eus ar verc'h da Inac'hos a zo bet kaoz anezhi e teu hec'h anv.

  1. Apollodoros. Bibliotheke, I.9.2.