Kement ha "N'eus dazeilad ebet" e talvez ar bomm saoznek There is no alternative (a vez berraet e TINA peurliesañ).
Ur frazenn distaget alies gant ar bolitikourez virourez Margaret Thatcher pa oa-hi pennmaodiernez Breizh-Veur eo, da embann ne oa dibab ebet nemet he hini e-keñver politikerezh kevredigezhel.
Astennet eo bet ster al lugan-se war tachennoù an armerzh, pa dalv n'eus hent ebet da ziorroadur ar c'hevredigezhioù arnevez nemet ar gevalaouriezh frankizour, ar marc'hadoù digor, ar c'henwerzh digor hag ar bedeladur kevalaour.
Gant ar prederour ha kevredadour saoz Herbert Spencer (1820-1903) e voe arveret da gentañ en e levr Social Statics ("Ar savoniezh kevredigezhel", 1851)[1]
Da heul he disklêriadur e voe graet "Tina" eus Margaret Thatcher gant Norman St John-Stevas, Baron St John of Fawsley — a oa mirour ivez, hag e penn Breudoù Breizh-Veur (Houses of Commons) — ha gant he enebourien. Gant "Tina" e voe lamet e garg digant ar baron e 1981.
Er frazenn-se eo dastumet, gouez da Jean Ziegler, ar gevalaouriezh a ren ar bed a vremañ. En e levr Les nouveaux maîtres du monde (2002), e lavar eo lugan an trede galloud hollveliek, goude ar volchevikouriezh hag an naziouriezh. Hervez Noam Chomsky, « en em gannañ ouzh “Tina”, zo enebiñ ouzh he c'hrog war ar speredoù ha n'haller ket he c'heñveriañ gant kampoù-bac'h pe ar goulag » rak un « gostezenn-enebiñ a zo ouzh bedhollekaat an armerzh er bed.»