Reizh pe jener | paotr ![]() |
---|---|
Anv e yezh-vamm an den | Θησεύς ![]() |
Titl noblañs | Roue ![]() |
Doare mervel | muntr ![]() |
Abeg ar marv | beuzadenn ![]() |
Killed by | Lycomedes ![]() |
Lec'h douaridigezh | Skyros ![]() |
Tad | Aigeüs, Poseidon ![]() |
Mamm | Etra merc'h Piteüs ![]() |
Pried | Faidra, Antiope (Amazonenn), Ariadne, Hippolite, Elena Troia ![]() |
Kompagnun(ez) | Perigune, Egle, merc'h da Asklepios, Pirithous ![]() |
Bugel | Hippolytos, Melanippus, Akamas mab Teseüs, Demofon mab Teseüs, Ifigeneia ![]() |
Micher | Roue ![]() |
Karg | King of Athens ![]() |
Deroù ar prantad labour | 15vet kantved kt JK ![]() |
Dibenn ar prantad labour | 14vet kantved kt JK ![]() |
Azeulet gant | Mitologiezh Henc'hres ![]() |
Tuadur revel | Divrevelezh ![]() |
Present in work | The Suppliants, Hades ![]() |
Deskrivet dre | Theseus (1), Theseus saves Hippodameia ![]() |
Enebour | Prokust ![]() |
Theseus (Θησεύς e henc'hresianeg) a voe ur roue eus Aten hag unan eus an harozed vrudetañ gwengelouriezh Hellaz. Ren a reas war-dro 1250 kent JK, hervez Kronikennoù Paros.
Theseus zo taolennet evel mab Aigeüs, pe mab doue Poseidon. Desavet e voe gant e vamm Aethra, ha kuit ez eas da Aten pa glevas e oa mab da Aegeüs. Ahont e kavas e oa dimezet Aegus gant Medea, bet gwreg Iason.
Ar vojenn vrasañ a-zivout Theseus eo e emgann ouzh ar Minotaoros (un den dezhañ penn un tarv), gant skoazell Ariadne, merc'h ar roue Minos. Ezhomm e oa dezhañ unvaniañ holl an Attika gant Aten, synoikismos (annezañ a-gevret) e voe graet ag an darvoud-se. Theseus a c'hourlakaas azeul Afrodite Pandemos ("Afrodite an holl tud") e su Akropolis.
Buhez Theseus skrivet gant Ploutarc'hos a zastumas meur a istor diwar marv ar Minotaoros, fuadur Theseus, penaos e oa kouezhet Ariadne e karantez gantañ hag an drubarderezh anezhañ outi. Ploutarc'hos a anzavas ar pal a voe sav buhez an haroz e kenstur gant Buhez Romulus an diazezer eus Rome. Mamennoù an oberer a vez puñset e Ferec'hydes Leros, Demon Philoc'horos, ha Kleidemos dreistholl.
Aigeüs, roue kêr Aten, n'en doa bet bugel ebet gant hini ebet eus e wragez, ha c'hoantaat a rae ur mab. Petra a reas neuze, nemet ober evel hervez ar c'hiz, ha mont da z-Delfi da welout ar velegez evit gouzout penaos ober. Hag ar Pythia ha lavarout dezhañ :
« Arabat dit, da briz ebet, distardañ gouzoug da sac'had gwin a-raok bezañ erruet war bazenn uhelañ kêr Aten. »