Ur strollad sonerezh arnod a Vro-Saoz eo This Heat. Ennañ e kaver Charles Bullen (gitar, treujenn-gaol, alto, kan, enrolladennoù), Charles Hayward (toserezh, touchennegoù, kan, enrolladennoù) ha Gareth Williams (touchennegoù, gitar, gitar boud, kan, enrolladennoù). Savet eo bet ar strollad e dibenn 1975 e Brixton (Londrez), ha divodet eo bet e 1982.
Diazezet eo sonerezh This Heat war implij teknikoù tredanglevedoniek, enrolladennoù, loops pe c'hoazh touchennegoù lakaet da ziazez evit tonioù savet war ar prim, en ur zerc'hel d'ul line-up rock diazez a-walc'h : gitar boud, taboulinoù ha kan.