Thomas Augustine Arne zo ur sonaozour breizhveurat ganet ha marvet e Londrez (miz meurzh 1710 - 5 a viz Meurzh 1778).
Sellout a reer ouzh e aozadur eus Rosamond, gant Joseph Addison evel e gentañ oberenn a-bouez Siwazh ez eus bet kollet ul lodenn vat eus an ton-se bremañ. Sonet e voe an aozadur-se evit ar wezh kentañ e 1733 : seniñ a ra c'hoar ar sonaozour al lodenn bennañ e-keit ha m'emañ e vreur o seniñ eben [hini ar "page-boy" e saozneg].
Rule Britannia, abadenn ziwezhañ an opera Alfred, en deus graet brud Arne hag e ra c'hoazh (er Rouantelezh Unanet, e lec'h ma vez kanet alies, da nebeutañ). Gouzout a reas, en e amzer, gounit brud a-walc'h kuit da vezañ disoñjet e-kichen sonaozourien all evel Georg Friedrich Händel pe sonaozourien bouezusoc'h.