Thomas Falkner (Tomás Falconer e spagnoleg), bet ganet d'ar 6 a viz Here 1707 ha marvet d'an 30 a viz Genver 1784, a oa ur beleg jezuist saoz hag a labouras en Patagonia en XVIIIvet kantved. Ul levr en deus laosket war e lerc'h ma kont doare ar vro.
Ganet e oa e Manchester, ha mab e oa da Thomas Falkner, apotiker. E dud a oa kalvinourien, marteze a orin skosat. Skoliet e voe e Manchester. Medisinerezh a studias dindan an Doktor Richard Mead brudet, e Keredin evel e dad, ha marteze dindan Isaac Newton ivez, ma teuas da vout surjian.
Fall e oa e yec'hed, hag aliet e voe da vont war vor. Ouzhpenn-se e voe kefridiet gant ar Royal Society, e Londrez, da vont da Río de la Plata da studiañ perzhioù louzeier Amerika.
Dre ma anaveze un aluzener war al lestr Assiento, a gase marc'hadourezh da Ginea hag a gase sklaved da Buenos Aires, ec'h asantas mont war al lestr evel surjian. Kement-se a oa war-dro 1731, 10.000 a oa o chom e kêr, a oa stag ouzh besrouantelezh Perou.
Pa erruas e Buenos Aires e oa ken klañv ma rankas ar c'habiten e leuskel eno, etre daouarn an Tad Mahoney, superior skol ar Jesuited. Eno e pareas hag e teuas da vout katolik.
D'ar 15 a viz Mae 1732 e voe degemeret e Kompagnunezh Jezuz, en Córdoba, stag ouzh proviñs jezuistek Paraguay. Ur pennad a dremenas e skolaj ar Jezuisted, e kêr Córdoba, da studiañ doueoniezh, prederouriezh, ha lojik. En 1738 e reas an dilez eus e vadoù ha bloaz goude e voe anvet da veleg. Goude, e-pad tri bloaz, e prientas mont da visioner. E-keit ma oa en Córdoba e voe medisin, hag e tigoras ar stal-apotiker gentañ eno. War e erbedoù e voe kemmet ar c'helenn e Skol-veur Córdoba er programoù skiantoù ha prederouriezh.
Echu e stummadur, setu Falkner kaset da visioner ha medisin dre veur a broviñs.
Entre 1740 ha 1744 e labouras en Santiago del Estero ha Tucumán. Goude ez eas, gant an tad José Cardiel, da sevel misionoù da avielañ an indianed dre proviñs Buenos Aires, entre 1744 ha 1747.
Sevel a rejont mision Nuestra Señora del Pilar, an eil eus misionoù ar jezuisted er Pampa, er Sierra de los Padres, nepell diouzh Mar del Plata, gant skoazell cacique an tolead. Gant e anaoudegezh eus ar medisinerezh hag ar mekanikerezh en devoa levezon bras war an Indianed. En 1751 avat e rankjont dilezel an dachenn pa en em savas Indianed ar Pampa a-enep galloud Buenos Aires.
En 1754 e tistroas da Córdoba, ma kelennas matematik entre 1756 ha 1767. Gantañ e voe savet, en 1764, ar gador a gelenner matematik er skol-veur.
En Mezheven 1767 e voe bac'het ha kaset d'an harlu, gant daou-ugent beleg all eus ar Gompagnunezh, da-heul un dekred a-berzh ar c'hont Aranda, ministr ar roue Carlos III. Kaset e voe da Spagn, da Cádiz, hag ac'hano ez eas da Italia ha neuze da Vro-Saoz.
Aluzener e voe e tiegezhioù uhel. En 1771 pe 1772, e voe ezel eus Proviñs ar Gompagnunezh. Bevañ a reas e ti Mr. Berkeley of Spetchley, da gentañ. Goude e voe aluzener e ti Mr. Berington of Winsley en Herefordshire, ha goude c'hoazh e ti Mr Plowdens of Plowden Hall en Shropshire.