Ganet eo Thomas Fersen d'ar 4 a viz Genver 1963 e Pariz. Gant e dad-kozh eo, en deus dizoloet bed ar sonerezh. Da c'hwec'h vloaz eo-eñ plijet-kenañ gant ar c'hanañ. E 1980 e tremen ur BAC D (skiantoù an natur) hag e sav e gentañ strollad sonerezh «UU». E-barzh «piano-tavarnioù» en deus kanet gant e wreg goude-se. E 1988 ec'h enroll e gentañ kanaouenn war un disk 45-tro anvet «Ton héros Jane» ; a-drugarez da Vincent Frèrebeau en deus enrollet ar bladenn-mañ.
E-barzh e ganaouennoù e vez komz kalz eus loened, evel ma vefe o kontañ fablennoù. E «ved» a zo un tamm evel hini ar barzh Jacques Prévert. Implijout a ra an arzour ur c'heriaoueg pinvidik-tre met dezhañ e-unan. Setu perak e vez gerioù fentus en e destennoù. Ur vouezh tener, izel, en deus hag e vouezh butuner hag a ro un ton dibar d'e ganaouennoù. Plijet-tre e vez o c'hoari gant gerioù ar galleg hag gant ar gerioù o deus un dalvoudegezh doubl.
Piv a zo ennañ ? Mont a ra da ganañ ha da seniñ dre vBro-C'hall, Kebek, Suis ha Belgia peurviañ. Pemp soner a vez bepred gantañ pa ya d'ober sonadegoù. Setu o anvioù hag ar binviji sonerezh a c'hoariont :
Diouzh ar bladenn e cheñch e stumm sonerezh, gallout a ra bezañ rock, folk rock, jazz pe blues.
Dilojet eo Thomas Fersen da Vreizh. Karout a ra Breizh ha kalz a vignoned en deus amañ. Un ti en deus e Treger Izel, e Penn-ar-Bed, e Sant-Yann-ar-Biz.
A-raok ma teufe e bladenn gentañ er-maez, eo bet ret gortoz daou vloavezh. Ur wech bet skrivet an holl ganaouennoù gantañ, eo bet enrollet ar bladenn en ur sinema kozh e Breizh. Setu penaos en deus dizoloet Breizh.