Thomas Müntzer

Thomas Müntzer, Münzer, Muntzer pe Munzer (Muncerus e latin), ganet e 1489 pe 1490) e Stolberg (?) hag aet da Anaon d'an 27 a viz Mae 1525 e Mülhausen (Elzas), a oa ur prezegenner ha teologour Alaman eus penn kentañ an Adreizhadur (pe Disivoud Meur). E enebiezh kement ouzh Luther hag ouzh an Iliz Katolik a gasas anezhañ da enebiñ ouzh ar galloud gladdalc'hel a oa c'hoazh o ren e kreiz Bro-Alamagn. Unan eus an adaozerien grenn oa. Bez e voe unan eus levierien Brezel ar Gouerien e 1525. Tapet e voe en emgann Frankenhausen, jahinet ha lazhet.

N'eus ket kalz eus levierien an Aodazur en Alamagn heg o defe savet kement a zael betek an deiz a hiziv.[1] Ur bersonelezh dibar ha luziet, gwelet evel unan eus tud pouezus penn kentañ an adaozadur en Alamagn met evel unan eus dispac'hourien bouezus istor Europa [2]. Kazi holl an istorourien a-vremañ a bouez war ar fed n'heller kompren e obererezh dispac'her nemet dre e deologiezh : krediñ a rae Müntzer e oa tost fin ar bed hag e oa un dever evit ar gredourien wirion sikour Doue evit ma teufe buanoc'h ur prantad nevez eus istor ar bed. [3] En istor ar brotestantiezh en deus degaset traoù a-bouez e-keñver liderezh ha devarnerezh ar Bibl ha ne vezont ket barnet hervez o zalvoudegezh peurliesañ.

Thomas Müntzer Engravadur gant C. Van Sichem (XVIIIvet kantved).
Thomas Müntzer (bilhed 5 mark eus Alamagn ar Reter).

Paour a oa e dud, marv e vije bet e dad pa oa yaouank ha koulskoude en deus graet studioù[1],[2],[3].

Goude e studioù teologiezh e skol-veur Leipzig e voe anvet kure e kêr Halle e Saks-Anhalt.

Mont a reas da heul Luther e 1519 e Leipzig. Anvet eo gantañ pastor e Zwickau war zouaroù Priñs-dilenner Saks e 1520. Ur wech staliet en e garg e tiorroas ur preder personel a-zivout an ezhomm ret eus un dispac'h sokial. Buan e klaskas tizhout an dud ne ouient na lenn na skrivañ.

Adalek dibenn 1523 e krog da dagañ Luther a gav re dost ouzh ar galloudoù politikel hag ar briñsed en e skridoù. Ober a ra e vad eus Brezel ar Gouerien evit ledañ e vennozhioù.