Thompson M1

Thompson M1
Skeudenn ar pennad Thompson M1

Ur bistolenn-vindrailher Thompson M1A1 implijet en Eil Brezel-bed
Kinnig
Bro Banniel Stadoù-Unanet Amerika Stadoù-Unanet Amerika
Mont en-dro Pistolenn-vindrailher aotomatek
Munision .45 ACP
Produerien Savage Arms Company, Auto Ordnance
Mare implij Adalek 1942
Pouez ha muzulioù
Mas (hep kartouchenn) 4,82 kg
Hirder 813 mm
Hirder ar c'hanol 266 mm
Perzhioù all
Hed-tenn pleustrek 50 m
Tizh mont e-maez ar boledoù 280 m/s
Lusk-tennañ 500 t/mn
Endalc'h 20 pe 30 kartouchenn

An Thompson M1 zo ur bistolenn-vindrailher stadunanat brudet evit bezañ implijet gant an arme amerikan hag ar gevredidi adalek kreiz an Eil Brezel-bed.

Er bloavezhioù 1920 e oa bet produet un nebeud miliadoù a bistolennoù-mindrailher Thompson M1921. Daoust d'o implij gant an IRA en Iwerzhon ha d'o skeudenn vrudet abalamour d'ar gangsters a rae gante, n'o doa ket graet berzh, ha 4.750 skouerenn diwar ar 15.000 produet ne oant ket bet gwerzhet e 1939.[1]

D'ar poent-se e tarzhas an Eil Brezel-bed en Europa. An M1921 e oa ar bistolenn-vindrailher aes da gavout nemeti evit pourveziañ buan armeoù Frañs hag ar Rouantelezh-Unanet. Simplaet e voe anezhi gant an embregerezh Savage a dennas da skouer ar bannoù-yenaat a oa war he c'hanol hag a lakaas ur c'harger eeun e plas ar c'harger ront.[2] Dibabet e voe an arm nevez gant an US Army adalek 1942 hag ouzhpenn 1,5 milion a skouerennoù anezhañ a voe produet etre 1942 ha 1945. Servijout a reas en arme amerikan betek Brezel Viêt Nam.[1]

Er sevenadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
An Thompson M1 war arouez ar C'hommando eus Breizh-Veur, etre divaskell hag un eor, da ziskouez e c'hellont dont eus ar mor hag eus an oabl.
  • An Thompson M1 a gaver war arouez an Nerzhioù Commando eus Breizh-Veur abaoe 1942
  • Lesanvet e voe an arm Tommy Gun e-pad an Eil Brezel-bed
  1. 1,0 ha1,1 (fr) LARRIBÈRE Christophe, Le pistolet-mitrailleur Thompson, e Science et Vie Guerres et Histoire niv. 67, miz Even 2022, p. 82-83
  2. (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, p.217
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan