Sinoù diakritek |
---|
Sin diakritek
Breve ( ˘ )
Krogig / Dấu hỏi ( ̉ ) |
Merkoù all implijet a-wechoù evel sinoù diakritek |
Skrab ( ’ ) |
Tildenn[1],[2],[3] (diwar ar spagnoleg tilde “tired, sin diakritek”, d'e dro diwar al latin titulus, "ar pezh a zo lakaet a-us") zo anv ur sin diakritek implijet gant al lizherenneg latin, dezhañ stumm ul linennig kromm (~) lakaet a-us d'ur vogalenn evit diskouez e vez distaget en ur mod disheñvel diouzh an hini boutin, peurliesañ dre ar fri.
Kentañ ma kaver an arouez e brezhoneg eo e Geriadur ar Gonideg e 1821[4]. Met div arouez zo el levr e gwirionez :
Hiriv ne reer ket ken gant ar varrennig plaen.
Tildenn ebet e skridoù Fañch an Uhel.
E Geriadur Vallée e 1931
E Yezhadur Bras ar Brezhoneg e lenner un toullad linennoù a-zivout implij ñ evel dibenn anv-verb hag en derez uhelañ (anvet derez uhel)[6].
E spagnoleg e talvez ar ger tilde evit ober dave koulz d'an tired lemm ha d'al linennig kromm lakaet a-us d'un n ([n]) > ñ ([ɲ] pe gn hervez reolennoù reizhskrivañ ar brezhoneg) diorroet diwar un diverradur latin ma veze lakaet ur bennlizherenn N a-us d'un n all e-lec'h skrivañ nn.
Er yezhoù all avat e vez implijet ar ger tilde evit ober dave d'al linennig kamm nemetken.
E portugaleg e vez implijet a-us d'an a pe d'an o evit merkañ ar fed ma vezont distaget dre ar fri, da skouer constituição, constituições (“bonreizh/où”).
Gant al Lizherenneg Fonetikel Etrebroadel e vez implijet an dildenn evit merkañ an distagadur dre ar fri pa vez skrivet a-us d'ur vogalenn pe c'hoazh d'ur gensonenn, da skouer ar brezhoneg “foñs” [ˈfɔ̃sː]. Pa vez skrivet a-dreuz d'ul lizherenn e talvez evit merkañ e vez distaget gant an ankoue, da skouer ar saozneg “cool” [kʊ:ɫ].
En estoneg e vez kavet a-us d'un o distaget [ɤ] pe [ə].
Implijet e c'hell bezañ an dildenn ivez e-lec'h an tired kognek pa vez skrivet an henc'hresianeg hervez reolennoù ar reizhskrivadur liestonel evit diskouez e pign an ton ha neuze e tiskenn en-dro.
E vietnameg e vez implijet an dildenn evit ober dre skrid diouzh an donenn ngã a ya war ziskenn.
E Bro-Frañs, kelc'h-lizher an 23 a viz Gouere 2014[7] a veneg ar sinoù diakritek aotreet er melestradur ; diaotreet eo an dildenn. Gant se, an anv bihan "Fañch" zo bet nac'het gant ti-kêr Kemper[8]. Brudet eo dija ar babig tro-war-dro e-giz « Fañch Tildenn ».
Lizherennoù gant diakritikoù : | Áá · Ää · Åå · Ćć · Čč · Éé · Łł · Ññ · N̈n̈ · Óó · Öö · Øø · Šš · Úú · Üü · Žž |
Digramoù : | Ch · C'h · Dd · Dz · DŽ · Dx · Gb · IJ · Kp · LJ · LL · Mb · Mp · Nd · Ng · NJ · Nk · Ns · Nt · Nz · Ȣ · Sh · Th |
Trigramoù : | Dzs Ngb Nkp Sch Tsh |
Lizherennoù ispisial : | Ææ · ɑ · Ɓɓ · Ↄↄ · Ɗɗ · Ðð · Ðđ · Ðɖ · Ɛɛ · Ʒʒ · Ə · Ǝǝ · Ƒƒ · Ɠɠ · Ɣɣ · Ȝȝ · Ƴƴ · Ƣƣ · Ħħ · Ⱶⱶ · Ƕƕ · ĸ · Ŋŋ · Œœ · Ɔɔ · Ɽɽ · Ȣȣ · ſ · ß · Ʃʃ · Ʋʋ · Ɯɯ · Ⅎⅎ · Ȥȥ · Þþ · Ƿƿ · Ƨƨ · Ƽƽ · Ƅƅ |
Porched ar yezhoù hag ar skriturioù Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù. |