An tiranterezh speredel zo un droienn implijet gant Ernest Renan e L'Avenir religieux des sociétés modernes (1860, III)[1] pa lavare :
« Le christianisme, avec sa tendresse infinie pour les âmes, a créé le type fatal d'une tyrannie spirituelle, et inauguré dans le monde cette idée redoutable, que l'homme a droit sur l'opinion de ses semblables. ».
Ar gristeniezh, gant he zenerded diharz ouzh an eneoù, he deus krouet patrom marvus un tiranterezh speredel, ha degaset er bed ar meizad spontus-se, en deus gwir an den war meno e genseurted.
Montaigne a skrivas diwar-benn an tyrannie parlière en e Essais (III, 8)[2].
Unan eus armoù an tiranterezh speredel eo an dereadegezh politikel : dereat eo kaout ur spered digor d'an talvoudoù ofisiel ; dereat eo c'hoarzhin ha gouzañv ar goapaerezh, pa vez graet goap gant ar c'hoapaerien ofisiel er media ofisiel.