Tired boud

Sinoù diakritek

Sin diakritek

Tired lemm ( ˊ )
Tired lemm doubl ( ˝ )
Tired boud ( ˋ )

Breve ( ˘ )
Karon / háček ( ˇ )
lostig ( ¸ )
Tired kognek ( ˆ )
Daouboent ( ¨ )
Pik ( · )

Anunaasika ( ˙ )
Anusvaara (  ̣ )

Krogig / Dấu hỏi (  ̉ )
Makron ( ˉ )
Ogonek ( ˛ )
Ront / kroužek ( ˚ )
Spiritus asper ( ʽ )
Spiritus lenis (  ʼ )

Merkoù all implijet a-wechoù evel sinoù diakritek

Skrab ( )
Barennig serzh ( | )
Daoubik ( : )
Virgulenn ( , )
Barrennig ( ˗ )
Tildenn ( ˜ )
Titlo (  ҃ )
Poent kreiz ( l·l )

An tired boud a zo ur sin diakritek eus al lizherenneg latin.


b̀ d̀ f̀ h̀ j̀ m̀ p̀ q̀ v̀ ẁ x̀
  • e galleg e sinifi emañ digor ar vogalenn "e"
  • en italianeg e verk ar pouez-mouezh, pa vez direizh : libertà, virtù, caffè
  • e katalaneg e verk ur vogalenn lemm ha pouezmouezhiet : català, enciclopèdia, història...
  • e gouezeleg Skos e verk eo hir ar vogalenn.
  • merkañ a ra an ton-mouezh war-ziskenn e viêtnameg, e pinyin...
  • ar galleg a ra gant à ha gant ù evit dishañvalout homografoù : çà et là e-skoaz ça la fait ?, où es-tu e-skoaz vrai ou faux.
  • ar brezhoneg a ra memes mod evit dishañvalout ar ger-mell "ar" diouzh an araogenn "àr" (= war) : àr ar gador.
  • an ù brezhoneg en daouad "où" a verk un "aou" dibouez-mouezh (pe da vezañ distaget "aou" ma kouezh ar pouez-mouezh warnañ). Dindan an taol-mouezh ez eo "aou" en-dro : gouloù ha goulaouiñ, deroù ha deraouiñ da skouer. Kavet e vez kalzik en dibennoù liester, evel taolioù da skouer.