Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Rouantelezh-Unanet |
Anv-bihan | Thomas |
Anv-familh | talvoud ebet |
Deiziad ganedigezh | 12. century |
Lec'h ganedigezh | Dugelezh Normandi |
Deiziad ar marv | 12. century |
Yezhoù komzet pe skrivet | henc'halleg, galleg |
Yezh implijet dre skrid | galleg |
Micher | skrivagner, barzh |
Floruit | 12. century |
Deroù ar prantad labour | 1170 |
Dibenn ar prantad labour | 1180 |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
Tomaz Breizh (Tumas de Britanje), pe Tomaz Bro-Saoz (oberiant etre 1170 ha 1180[1]), a oa ur c'hloareg hag ur barzh anavezet dreist-holl evit e varzhoneg henc'hallek Tristan, ur stumm eus mojenn Tristan hag Izold.
N'ouzer ket piv e oa, nag eus pelec'h e teue[2]. En e oberenn e lavar ez eo Tomaz e anv dre ziv wezh[1]. Diouzh e yezh e weler n'eo ket un Angl-ha-norman, hag e c'hallfe bezañ un Norman deuet da vevañ da Vro-Saoz[1]. Dont a ra e lesanv eus ar barzh alaman Gottfried Strassburg en deus skrivet e oa bet awenet gant an Tristan skrivet gant "Thômas von Britanje[1]". N'ouzer ket eus peseurt Breizh ez eus anv : Breizh-Veur pe Breizh-Vihan. Ker buan all, Tomaz a c'hallfe bezañ a orin eus Breizh, peogwir e oa liammoù etre Breizh ha Bro-Saoz dre diegezh ar Plantagenet[2]. Ouzhpenn, ar Vretoned o doa kemeret ur perzh a-bouez en aloubadeg Bro-Saoz e 1066 ha kalz dalc'hoù o doa e kontelezh Richmond da skouer. Unan anezhe e voe orin ar Stuarted. Lavaret e vez alies e veze Tomaz e lez Herri II, met n’eus prouenn ebet[1].
Evel m'en deus en diskouezet Söderhjelm e fin an XIXvet kantved ez eo arabat meskañ Tomaz gant ar « mestr Tomaz », oberiant d'ar memes mare, hag en deus savet ar Roman de Horn[1].
Deuet eo e romant betek ennomp dindan stumm dek tamm tennet diouzh c'hwec'h dornskrid. Er penn kentañ e oa war-dro 12000 gwerzenn ennañ, met n'eus chomet nemet ur c'hwec'hvedenn anezhe ganeomp[2]. Adsavet eo bet diwar un droidigezh graet e norseg, Saga Tristan (1226)[1].
Evit skrivañ an Tristan, Tomaz en deus choazet chom hep tennañ e awen eus ar stummoù niverus a oa anezhe, hag heuliañ e soñj dezhañ e-unan[1]. Hervez James J. Wilhelm[2] en doa mestroniet an arz da skrivañ romantoù e galleg , en un doare kempennet met eeun ken ez eo burzhudus ». A-wezhioù e vez sellet outañ evel deraouer ar varzhoniezh kourtes[2], met hervez Tony Hunt, n'eo ket gwirheñvel[1].