Toullañ an hugenn zo un doare toullgorferezh a vez kaoz anezhi a-wechoù ha ne vez ket graet nemeur. Toullet e vez an hugenn evit gallout plantañ ur walennig ennañ.
Ne vez ket toullet an hugenn gant an doullerien a vicher peurvuiañ, nac'h a rafent ober, dreist-holl peogwir eo un doare toullgorferezh diaes da gas da benn, dre ma c'hell kaout c'hoant da dislonkañ an hini m'emeur o toullañ e hugenn outañ/i, met n'eo ket un toullgorfadur dañjereus drezañ e-unan.
Pareañ a rafe buan-ha-buan a-hend-all a-drugarez da stankder ar gwazhied en hugenn.
Bez' e c'hell ar bravig bezañ distaolet gant ar c'horf avat ha neuze e c'hell an hugenn bezañ faoutet e daou, met evit doare n'eo ket dañjerus faoutadur ar staon, neuze ne vern.
Un doare toullgorferezh a-vremañ an hini eo, bet ijinet ha kaset da benn evit ar wezh kentañ e 1994 gant an toullgorfour a-vicher Jon Cobb, bet krouet gantañ ivez an toullgorfadur treuzgousac'h.
|