Un doare toullgorferezh eo, ma vez staliet un bravig, peurliesañ ur walennig, e kroc'hen an dorn etre ar bizied.
Un toullgorfadur war-c'horre an hini eo hag alies e vez distaolet gant ar c'horf.
Un doare toullkorferezh a-vremañ an hini eo, dres evel an darn vrasañ eus an toullkorfadurioù war-c'horre all.
Bez' e c'heller toullañ ar bizied a benn da benn met abalamour ma vez implijet an dorn diabaouez e c'hell dont da vezañ kontammet buan-ha-buan ar gloazadur hag ouzhpenn mar touch ouzh un nervenn e c'hell menel seizet an dorn a-bezh.
|