Tre-wern pe Trewern[1] zo ur gêriadenn vihan eus Kembre, e biz Powys. Emañ er biz da Y Trallwng, tost d' an harzoù gant Bro-Saoz.
Emañ etre Moel y Golfa en hanternoz ha Cefn Digoll er c'hreisteiz, war lez reter ar stêr Hafren. Er Grennamzer e oa Tre-wern e-barzh kombod Gorddwr.
E 2011 e oa 430 a dud o chom e kumuniezh Tre-wern ha 203 anezho a oa kembraegerien (14,7%)[2].