Tres (benveg)

Un tres kuban

An tres (distaget [trεs:] diwar ar ger spagnolek tres, "tri") zo ur benveg-seniñ kerdiner (Daveoù a vank) – dre gerdin eta – deveret diouzh ar gitar, a soner war maezioù reter Kuba abaoe an XIXvet kantved. Ac'haleno eo aet da Buerto Rico ha d'ar Republik Dominikan er bloavezhioù 1930 kent beajiñ betek Mec'hiko ha bezañ implijet gant sonerien Suamerika a-bezh.
E 1892 e voe degaset an tres da Veurlarjez Santiago de Cuba gant ar soner Nené Manfugás[1].
Hervez ar c'henelgerzoniour (Daveoù a vank) kuban Fernando Ortiz Fernández (1881-1969) ne voe ket ijinet an tres e Kuba end-eeun, pa oa anezhañ dija e Spagn kent an Impalaeriezh trevadennel[2].
Perzh heverkañ ar son cubano eo an tres.

  • Tresero a reer e Kuba eus ur soner tres, pa reer tresista anezhañ e Puerto-Rico.
Tres kuban

Diwar prenn kasedoù moru (Gadus mohua)) e veze fardet kef-dasson ar binvioù kentañ, ha kerdin bouzelloù agouti (Dasyprocta sp.) a yae d'ober ar c'herdin. Hiziv an deiz e vez korf an tres e koad tener, e droad e koad kalet hag e gerdin e metal evel re ur gitar. Tri re gerdin zo ouzh ar benveg, alese e anv, c'hwec'h kordenn en holl eta. E pep rumm ez eus ur gordenn levn hag unan neudennet.

E Re leiañ (Daveoù a vank) (Dm en notadur angl-ha-sakson) e veze kentonet an tres gwechall, da lavarout eo Re-Fa-La, gant urzh an eilpennadenn gentañ : Fa-Re-La, eus ar c'herdin skiltrañ d'ar re voutañ.
Gant ar soner kuban Arsenio Rodríguez e voe degaset ar c'henton e Do muiañ (CM), Do-Mi-Sol, eilpennadenn gentañ ar c'hlotad o vezañ Sol-Do-Mi a skiltr da voud bepred. Hervez an doare hengounel e kentoner ar c'herdin evel-mañ : un eizhvedell zo etre ar c'herdin Mi (Mi3-Mi4, teir ha peder gwech skiltroc'h eget M1 ar skeul DoM), unson eo ar c'herdin Do (Do4-Do-4, peder gwech skiltoc'h eget Do1), hag un eizhvedell zo etre an div gordenn Sol (Sol4-Sol3, peder ha teir gwech skiltroc'h eget Sol1 – eilpennet eo an eizhvedell e-keñver hini ar c'herdin Mi eta) ; paotoc'h avat eo ar c'henton Mi4-Mi4, Do4-Do4, Sol4-Sol3.
Er son cibano a-vremañ e vez techet mui-ouzh-mui an treseros da gentoniñ un ton uheloc'h, e Re muiañ (DM), hag e daou zoare : La4-La3, Re4-Re4, Fa#4-Fa#4 pe La4-La3, Re4-Re4, Fa#3-Fa#4.

Tres puertorikan

Deveret diouzh an hini kuban eo an tres puertorikan, evel-just.
Tri rumm teir c'hordenn zo dezhañ, kentonet e Do muiañ : Sol4-Sol3-Sol4, Do4-Do4-Do4, Mi4-Mi3-Mi4.
Hervez hini an doare gitar anvet cuatro puertoriqueño e Puerto-Rico eo korf ar benveg.

Cuatro hengounel Puerto Rico

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (es) Helio Orovio, Diccionario de la música cubana, Libros Sin Fronteras, 1992 (ISBN 978-9-9900-2508-8)
  2. (es) Fernando Ortiz Fernández, Instrumentos de música afrocubana, Editorial Música Mundana, 1998 (ISBN 978-84-86415-83-9)

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.