Treuzkas (mekanikerezh)

Un treuzkas zo ur stignad mekanikel a ro an tu da dreuzkas, pe da amdreiñ, ul luskad eus ur pezh d'egile. Talvezout a ra an elfenn-mañ eus ur chadenn energiezh evit azasaat ar c'houblad hag an tizh etre an organ keflusker hag an organ deuet diwarnañ.

Treuzkas ar fiñv zo unan eus implijoù pemdeziekañ elfennoù ar mekanikerezh hollek, da lavaret eo mekanikerezhoù evit erlec'hiañ dorn Mab-den.

Diouzh ar mekanikerezhoù, an treuzkas zo mentaet evit a sell ouzh :

  • lec'hiadur ul lodenn eus ar mekanikerezh
  • al lusk a glasker kaout;
  • an nerzh, pe ar c'houblad nerzhioù a glasker
  • ar galloud