Dalc'het e oa bet 9vet Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn etre an 2 hag an 30 a viz Gouere (pemzek tennad-hent, 5 344 km). Gounezet e oa bet gant ar reder gall Gustave Garrigou, 27,322 km/e e dizh keitat. Aet e oa bet ar maout gantañ er 1añ hag en 13vet tennad-hent nemetken, p'en devoa Paul Duboc gounezet teir gwech (8vet, 9vet hag 11vet).
Aet e oa kuit an Dro eus Pont ar Jatte (Pariz) war-du an norzh hag ar reter a-raok distreiñ da Sportva ar Briñsed (Pariz) dre ar c'hornôg. Evit ar wech kentañ e tremenas ar redadeg dre Ode ar Galibier (2 642 m) hag Émile Georget a voe kentañ reder en he lein.
Rederien 'zo o doa graet gant ur marc'h-houarn kemm tizh enlakaet warne.
Eizh reder warn-ugent hepken a oa deuet a-benn da dizhout Pariz war ar pevar ha pevar-ugent o devoa lakaet o anv er penn-kentañ.
Renk | Reder | Sponsor | Poentoù |
---|---|---|---|
1añ | Gustave Garrigou Bro-C'hall | Alcyon | 43 |
2l | Paul Duboc Bro-C'hall | La Française | 61 |
3de | Émile Georget Bro-C'hall | La Française | 84 |
4re | Charles Crupelandt Bro-C'hall | La Française | 109 |
5vet | Louis Heusghem Belgia | Alcyon | 135 |
6vet | Marcel Godivier Bro-C'hall | La Française | 141 |
7vet | Charles Cruchon Bro-C'hall | La Française | 145 |
8vet | Ernest Paul Bro-C'hall | Alcyon | 153 |
9vet | Albert Dupont Belgia | Le Globe | 158 |
10vet | Henri Devroye Belgia | Le Globe | 171 |
|