Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn 1912

Odile Defraye, trec'h e 1912

Dalc'het e oa bet 10vet Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn etre an 30 a viz Mezheven hag an 28 a viz Gouere (15 tennad-hent, 5 289 km). Gounezet e oa bet gant ar reder belgiat Odile Defraye, 27,763 km/e e dizh keitat. Aet e oa bet ar maout gantañ en 2l, er 7vet hag en 9vet tennad-hent, teir gwech evel Eugène Christophe (3de, 4re ha 5vet) ha Jean Alavoine (11vet, 13vet ha 15vet).

Renket e oa bet ar rederien dre ar poentoù evit ar gwech diwezhañ.

Aet e oa kuit an Dro eus tachenn ar c'hoarioù Luna Park (Pariz) war-du an norzh hag ar reter a-raok distreiñ da Sportva ar Briñsed (Pariz) dre ar c'hornôg.

41 reder hepken a oa deuet a-benn da dizhout Pariz war ar 131 o devoa lakaet o anv er penn-kentañ.

Tennadoù-hent e Breizh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Renkadurioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Renkadur hollek (1-10)
Renk Reder Sponsor Poentoù
1 Odile Defraye Banniel Belgia Belgia Alcyon 49
2l Eugène Christophe Bro-C'hall Bro-C'hall Armor 108
3de Gustave Garrigou Bro-C'hall Bro-C'hall Alcyon 140
4re Marcel Buysse Banniel Belgia Belgia Peugeot 147
5vet Jean Alavoine Bro-C'hall Bro-C'hall Armor 148
6vet Philippe Thys Banniel Belgia Belgia Peugeot 148
7vet Hector Tiberghien Banniel Belgia Belgia Griffon 149
8vet Henri Devroye Banniel Belgia Belgia Le Globe 163
9vet Félicien Salmon Banniel Belgia Belgia Peugeot 166
10vet Alfons Spiessens Banniel Belgia Belgia J.B. Louvet 167