| |||
---|---|---|---|
Hoc'hig-mor fank
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Mollusca | ||
Kevrennad : | Gastropoda | ||
Urzhad : | Littorinimorpha | ||
Kerentiad : | Cypraeidae | ||
Genad : | Trona (genad) | ||
Anv skiantel | |||
Trona stercoraria (Milvill, 1888) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Trona stercoraria a zo ar spesad nemetañ a vez renket er genad Trona e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WORMS[1]. Ur spesad kregin boutin an hini eo.
Diskrivet eo bet ar spesad gant Linnaeus e 1758 dindan an anv genad Cypraea[2]. Dont a ra ar ger stercoraria eus al latin stercorarius a dalv liammet gant an teil, fank al loened, abalamour d'e stumm ha d'e liv gell sklaer / gell teñval.
Heñvelanvioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Trona stercoraria o vezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:
Kregin a bep seurt variadennoù liv eo an Trona stercoraria. Kavet e vezont e frailhoù pe dindan bloc'hadoù reier bras etre live an izel mor ha nebeut metroù donder.
Mentoù boutin ar c'hregin bras-se a zo etre 46 ha 80 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 26 mm gour, pe ramz, betek 97 mm.
Macrocypraea, Chelycypraea ha Mauritia a zo 3 genad tost a-walc'h a vez renket en hevelep iskerentiad Cypraeinae gant skiantourien zo.
Mauritia arabica ha Zonaria arabicula a zo daou spesad gant livioù damheñvel a vev e lec'hioù all.
Lec'h bevañ ar spesad a zo war aodoù Afrika ar c'hornog er meurvor Atlantel eus Su Maroko betek Kongo.