Tryger, pe Trigordh (pe Trigg e saozneg) zo unan eus kantrevoù Kerne-Veur, e biz ar vro. Krediñ a reer ez eus un darempred etre anv ar rannbarzh ha hini Bro-Dreger e Breizh.
Kentañ meneg eus Pagus Tricurius a oa er VIIvet kantved.
Sed a oa anvioù ar parrezioù e Tryger : Bosvenegh, Blisland, St Breward, Egloshayle, St Endellion, Helland, St Kew, Sen Mabon, St Minver, St Teath, Temple, St Tudy.