an Northern Gilberts, enne Butaritari, Makin, Marakei, Abaiang (hag a dalvez kement ha douar an norzh) ha Tarawa. Stankoc'h eo ar glaveier, hag eus Butaritari ha Makin e teu ar bananez gwerzhet e Kiribati ha gounezet e vez taro pe babai (Colocasia esculenta) ivez.
Ar Central Gilberts enne Maiana, Abemama, Kuria hag Aranuka. Ur roue zo bet enne (evel e Butaritari). Tembinok, e oa anv roue diwezhañ Abemama, Kuria hag Aranuka, marvet e deroù an XXvet kantved.
Ar Southern Gilberts, enne atolloù Nonouti, South ha North Tabiteuea, Beru, Nikunau, Onotoa, Tamana, hag Arorae, ar suañ enez.