Twinkle Twinkle Little Star (Sked, sked, steredennig) zo ul luskellerez saoznek eus deroù an XIXvet kantved. Savet eo diwar ur varzhoneg bet lakaet war un ton gall[1], hini A! vous dirai-je, maman.
Dont a ra ar gerioù eus ur varzhoneg, The Star, gant ar varzhez yaouank Jane Taylor (1783–1824), embannet en 1806, pa oa 23 bloaz, en dastumad Rhymes for the Nursery.
Twinkle, twinkle, little star, |
Sked, sked, steredennig, |
Ar rimadell Baa, Baa, Black Sheep zo war ar memes ton.
En e levr Alice's Adventures in Wonderland (e 1865), e ra Lewis Carroll anv eus un Toger foll hag a gan :
Twinkle, twinkle, little bat! |
Sked, sked, logodennig-dall, |
Hervez Henri Davenson e krog an istor gant ur ganaouennig c'hallek anvet A! vous dirai-je, maman eus 1740[3]. Embannet e voe an ton en 1761 (François Bouin, La Vielleuse habile[4]), en 1771 (Les Amusements d'une heure et demy de M. Bouin) hag en 1783 (Michel Corrette, La belle vielleuse[4]). Brudet e voe an ton abalamour d'an daouzek doare pleustret gant Wolfgang Amadeus Mozart, a zo bet lakaet alies,e gaou avat, da saver an ton e-unan.