U-Boot

U-Boot
doare lestr-spluj
Iskevrennad eusLestr-spluj Kemmañ
StadTrede Reich, Republik Weimar, Impalaeriezh alaman Kemmañ
OberataerMorlu Impalaeriezh Alamagn, Reichsmarine, Kriegsmarine Kemmañ

U-Boot (distaget [ˈuːboːt] en alamaneg) eo anv al listri-spluj implijet gant Alamagn dreist-holl hag e-kerzh ar C'hentañ hag an Eil Brezel-bed. Ar ger klok a oa Unterseeboot (bag dindan-vor, el liester Unterseeboote, berraet e U-Boote), hag implijet e veze en alamaneg evit ober anv eus n'eus forzh peseurt lestr-spluj. Al listri-spluj implijet gant Aostria-Hungaria a oa anvet ivez U-Boot. Dreistbrudet int bet e-kerzh kampagnoù tagañ amheuliadoù bigi kevredet o tont eus Kanada ha Stadoù-Unanet Amerika war-zu Europa e-kerzh Emgann ar Meurvor Atlantel (1939-1945).