Uibhist a Deas (distaget [ˈɯ.ɪʃtʲ ə tʲes̪]), South Uist e saozneg, zo unan eus an Inizi Gall e kornôg Bro-Skos. Hervez niveradeg 2001 e oa 1,818 a dud o chom enni.
Ur mirva naturel eo, ha meur a lec'h a dalvoudegezh hendraouriezhel zo. Kavet e oa bet aze momiennoù ragistorel. 90% eus an dud a zo katoliked. Bev eo ar gouezeleg. "Deasaich" (Kreisteiziz) a vez graet eus an dud e gouezeleg.
A-bouez eo an douristelezh evit an enezenn. Gweladenniñ a reer
E gwalarn an enez, e 1957-58, da vare ar Brezel Yen, e voe savet ardivinkoù da vannañ bombez-dre-ganol, pe resisoc'h ar Corporal missile, un arm nukleel pellgaset, savet gant Breizh-Veur ha SUA.