Ulbha (distaget: [ˈulˠ̪u.ə] ; Ulva e saozneg) zo un enezenn e-kichenik Muile, en Inizi Gall, Bro-Skos (Earra-Ghaidheal agus Bòd).
C'hwezek a dud a oa o chom enni e 2001, c'hwec'h e 2018. Perc'henn an enezenn en doa c'hoant d'he gwerzhañ evit he foblañ en-dro, adprenet eo bet gant an annezidi all harpet gant maodierned Bro-Skos[1],[2].