Uluru (distaget [uluɻu] e pitjantjatjaraeg, [u:lu:'ru:] e saozneg /oulourou/), anavezet ivez gant an anv saoznek Ayers Rock, hag ent-ofisiel Uluru/Ayers Rock, a zo ur pezh mell kleger e mervent Tiriad an Norzh en Aostralia, en un endro blat (348 m a-us d'ar blaenenn). Ul lec'h sakr eo evit an Anangued, ar boblad aborijened eus ar vro. Deuet eo ivez da vezañ un arouez eus Aostralia. Lakaet eo bet war roll glad bedel an Unesco.
En un doare skiantel ez eo un inselberg, ur “menez-enez”. Alies e vez lavaret ez eo ur monolit met n'eo ket ken reizh-se an termenadur-se, met da welet e seblant bezañ evel ur bloc'had hepken.