| |||
---|---|---|---|
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Mollusca | ||
Kevrennad : | Gastropoda | ||
Urzhad : | Littorinimorpha | ||
Kerentiad : | Cypraeidae | ||
Genad : | Umbilia | ||
Anv skiantel | |||
Umbilia armeniaca (Verco, 1912) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Umbilia armeniaca a zo unan eus ar pemp spesad a vez renket er genad Umbilia e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WoRMS[1]. Ur spesad kregin ral-tre a vev en Aostralia er mor don.
Diskrivet eo bet ar spesad gant Verco e 1912 dindan an anv genad Cypraea hag hini ar spesad Cypraea umbilica [2].
Heñvelsterioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Umbilia armeniaca o vezañ implijet un tamm muioc'h eget ar re all:
Pevar isspesad a zo bet diskrivet :
Kregin brav ha ral-tre eo an Umbilia armeniaca. Dastumt e vezont er mor don gant dragoù etre 80 ha 250 m donder.
Mentoù boutin ar c'hregin bras-se a zo etre 78 mm ha 94 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 70 mm gour pe ramz, betek 114 mm.
Umbilia hesitata, Umbilia capricornica daou spesad all er genad.
Lec'h bevañ ar spesad a zo en Aostralia er gloued koral meur.