Titl | アンデッドアンラック ![]() |
---|---|
Labour da-heul | Undead Unluck ![]() |
Aozer | Yoshifumi Tozuka ![]() |
Ti-embann | Jump Comics ![]() |
Bro orin | Japan ![]() |
Yezh an oberenn pe an anv | japaneg ![]() |
Deiziad embann | 20 Gen 2020 ![]() |
Prizioù resevet | Next Manga Award ![]() |
Hollved faltaziek | Undead Unluck universe ![]() |
Lec'hienn ofisiel | https://www.shonenjump.com/j/rensai/undead.html ![]() |
Bet embannet e | Weekly Shōnen Jump ![]() |
Arvesterien pal | Shōnen ![]() |
Media franchise | Undead Unluck ![]() |
Undead Unluck (japaneg: アンデッドアンラック, Hepburn: Andeddo Anrakku) zo un heuliad mangaoù japanat skrivet ha treset gant Yoshifumi Tozuka. Da gentañ eo bet embannet a dammoù er gelaouenn Weekly Shōnen Jump abaoe Genver 2020 a-raok bezañ, embannet e stumm tankōbon gant an ti-embann Shūeisha.
Ur stirad skinwel tresadenn-vev a zo bet savet ha produet gant TMS Entertainment ha kendreset gant David Production, ha skignet evit ar wech kentañ e miz Here 2023.
Fuuko Izumo zo ur vaouez yaouank 18 vloaz o vevañ hep kaout liamm gant den ebet abaoe marv he zud en ur gwallzarvoud karr-nij 10 vloaz 'zo. Tapet eo hi gant ur c'hleñved a laka an dud da gaout un dichañs spontus (betek mervel) ma touchont anezhi. Ur wech echuet he heuliad manga karetañ e choaz en em lazhañ en ur lammat dindan un tren. Un den iskis lesanvet "undead" a saveta anezhi. Eñ en deus ur galloud kement hag ur mallozh: ne c'hell ket mervel. Memes ma vez distrujet a vil damm, e gorf a vo adsavet. Lesanvet e vo "Andy" gant Fuuko o sevel ur c'hoari-ger gant ar ger "undead". Kregiñ a reont da labourat asambles o stourm a-enep un aozadur anvet an Unvaniezh (ユニオン, Yunion).