Urepele (Urepel e galleg hag ent-ofisiel) zo ur gumun eus kanton Baigorri, e proviñs Nafarroa Beherea (pe Benafarroa), en Iparralde Euskal Herria, en hanternoz d'ar Pireneoù. A-stok emañ ouzh an tolead anvet Kintoa (pays Quint e galleg, ha Quinto Real e spagnoleg), un takad peurvanoù bremañ e Spagn hogen ma c'hall mêsaerien kanton Baigorri lakaat o deñved.
Brudet eo keuz (boued) ar gumun.
|