Vajrayana

Vajrasattva, ar vajra hag ar c'hloc'h gantañ en e zorn

Ar Vajrayāna, anvet ivez boudaegezh tantrek[1] zo unan eus skourroù ar voudaegezh. Sellet e vez outañ gant lod evel ur skourr eus ar Mahayana. Elfennoù tost d'an hindouegezh en deus, re eus shivaegezh Kachemir dreist-holl. En Tibet, ar vajrayāna hag ar bonpo, ur relijion all eus ar vro, o deus levezonet an eil egile.

Hervez testennoù an Vajrayana e ra Vajrayana dave da unan eus tri c'harbed pe tri hent ar sklêrijennadur. An Hinayana (disheñvel diouzh an Theravada) hag ar Mahayana eo an daou skourr all eus ar voudaegezh.

E anv sañskriteg a dalvez « karbed » ( yāna) an diamant (vajra), dizistrujus ha skedus evel ar gwirvoud diwezhañ-holl, pe « karbed an tan-foeltr », a zistruj an diouiziegezh, hag a laka ar feizidi da heuliañ hent ar sklêrijennadur evel ur vrogonenn. Anvet eo ivez ar c'harbed-se, pe an hent-se etrezek ar sklêrijennadur, mantrayāna ha tantrayāna, rak harpañ a ra war ar mantraoù hag an tantraoù. Kavout a reer ivez an anv guhyayāna (« karbed kuzh » hag ezoterek eta, troet e sinaeg gant mìzōng 密宗 hag e japaneg gant mikkyo).

Bev eo hiziv an deiz e broioù an Himalaya (Tibet, Nepal, Sikkim, Bhoutan, norzh an Indez, ha bevennoù kornôg ha norzh Sina). Feizidi a gaver ivez e Mongolia hag e broioù zo eus Kevread Rusia (Oblast Amour ha Tchita, Republikoù Touva, Bouriatia ha Kalmoukia, proviñs C'habarovsk), ha betek Bro-Japan (Shingon ha Tendai). A-hervez e vefe ar seurt boudaegezh choazet an aliesañ gant an dud n'int ket a orin eus Azia, a-raok ar Zen. Daoust ma'z eo disheñvel e orin ez eo tost ar Bonpo tibetan da vezañ un doare vajrayāna nann-boudaek.

Diwanet eo ar Vajrayāna war un dro gant an hindouegezh tantrek. Daoust ma oa skrivet testennoù kentañ ar voudaegezh tantrek en India en IIIde kantved ha ma oa savet re all betek an XIIvet kantved[2] e soñj lenneien evel Hirakawa Akira e tiwanas ar Vajrayana er VIvet pe er VIIvet kantved[3], hag ar ger Vajrayana a anadas en VIIIvet kantved[4]. Diorroet-mat e oa war-dro ar VIIvet kantved e norzh India, e Stadoù Orissa ha Bihar peurgetket.

  1. Lâret e vez ivez Tantrayāna, Mantrayāna, Mantra kuzh, boudaegezh ezoterek ha Karbed an diamant.
  2. Buddhist Thought: A complete introduction to the Indian tradition by Paul Williams with Anthony Tribe. Routledge, 2000. ISBN 0-203-18593-5 pg 194
  3. History of Indian Buddhism - Hirakawa Akira (troet hag embannet gant Paul Groner) - Motilal Banarsidass Publishers, Delhi, 1993, p. 9
  4. Macmillan Encyclopedia of Buddhism, 2004, page 875-876