Varuna | |
---|---|
Doue an dour, an c'heinvor hag an oabl
| |
Ezel an Adityas | |
Strollad | Adityas, Deva, Dikpala |
Annezad | Keinvor |
Mantra | Om Jala bimbhaya Vidhmahe Nila Purushaya Dheemahe Thanno Varuna Prachodayath |
Armoù | Laso, Varunastra, Gandiva |
Douger | Makara |
Personal information | |
Kerent | |
Gwreg | Varunani ha Gauri |
Bugale | Sushena, Vandi, Dakshasavarni Manu, Vasishtha, Pushkara, Bala, Sura, Andharmaka, ha Varuni |
Varuna (sañskriteg: वरुण, Váruṇa) a oa un doue hindou, ereet ouzh an oabl, ar c'heinvorioù, hag an dour. En testennoù Vedaek, e oa par d'an doue Mitra ha d'an doueed Ṛta (justis) ha Satya (ar wirionez).[1][2] Varuna a zo unan ag an Adityas, mibien an doueez Aditi hag Kashyapa ar fur.[3]
En testennoù diwezhañ evel ar Puranas eo Varuna un Dikpala pe ur gedour eus ar c'hornôg. Skeudennaouet e vez evel un den yaouank pignet war Makara (ur c'hrokodil) hag gant ur Pasha (ul laso) hag ur piched en e zaouarn.[4][5][6] Meur a wreg a zo gantañ ha bugale e-leizh en deus, en o zouez Vasishtha.[7]
Meneget eo el levr tamilek: Tolkāppiyam, evel doue ar glav anvet Kadalon.[8] Ha kavet e vez er voudaegezh japanat evel Suiten.[9] Kavout a reer anezhañ er jainegezh.[10][11]
Er Rigveda eo Varuna gward al lezenn hag an hini a gastiz ar re leun a sioù.[12][13] Meneget eo e meur a veulgan eus ar Rigveda, evel er 7.86–88, 1.25, 2.27–30, hag an 8.8, 9.73.[14] E zarempred gant an dourioù, ar stêrioù hag ar c'heinvorioù a vez gwelet er Vedaoù. Ennañ e weler emañ Hiranyapaksha ("evn divaskell aour dezhañ") evel kannader Varuna.[15][16]
Varuna ha Mitra eo doueed ar c'hevratoù hag al leioù, hag alies int gevellet evel Mitra-Varuna[17][18]. Mitra ha Varuna a zo renket e-touez an asuraed er Rigveda (e.g. RV 5.63.3), daoust ma c'hallont bout anvet devaed ivez (e.g. RV 7.60.12)[19]. Varuna, hag a oa roue an asuraed, a voe degemeret gant an devaed goude frammadur ar c'hosmos, urzhiet gant Indra goude e drec'h war an den-naer Vrtra.
Hervez an indologour Doris Srinivasan eo ar c'houblad Varuna-Mitra ur boud amduek evel ar c'houblad Rudra-Shiva[20]. An daou o deus neuzioù brouezek hag hebred war un dro. Varuna ha Rudra a skeudenn an anaouedegezh hag an daou zo gwarded an norzh en testennoù Vedat (diwezhatoc'h e voe ereet Varuna ouzh ar c'hôrnog). Hervez Samuel Macey, Varuna e voe an doue Indo-Aryan koshañ en eil milved kent J-K, a-raok bout erlec'hiet gant Rudra er pantheon Hindou, ha Rudra-Shiva a zeuas da vout "doue an amzer"[21][22].
Varuna a vez azeulet er relijion Shinto. Unan eus an azeuldioù gouestlet dezhañ eo ar Suitengū ("Palez Suiten") e Tokyo. Goude ar Shinbutsu bunri, an troc'h etre ar voudaegezh hag ar shintoegezh e-pad adsav Meiji, e veze gwelet Varuna/Suiten evel an doue uhelañ, Amenominakanushi[23].