Er vitologiezh slavek, ur vedmak (rusianeg : ведьмак ; ukrainianeg : відьмак ; polonek : wiedźmin) zo ar pezh a anver sorser en Europa ar C'hornôg. Ar ger a zo deuet diwar an henslaveg vědě « gouzout a ran » hag eus ar rusianeg kozh vѣd « gouiziegezh, galloudoù-hud ». Sorserez a vez lavaret ведьма «ved'ma/ vědma » e rusianeg. Ar vědma zo alies maouezed fallakr padal ar vedmak a c'hell bezañ tud a vat evit an denelezh.
Ar ger Vedmak a c'hell bezañ implijet evel ur gunujenn drouk a-enep unan bennak. Abaoe brud bras an heuliad romantoù (ha c'hoarioù video) Wiedźmin (The Witcher) gant Andrzej Sapkowski ez eo brudet an doare tudennoù vedmak dre ar bed-holl ha kemmesket gant skeudenn an dudenn Geralt z Rivii.
Kap eo da bareañ an dud pe al loened. Ur vedmak hervez ar mojennoù lies a c'hell ivez en em dreuzfurmiñ pe en ul loen (kezeg, balafenned, bleizi) pe en un dra. N'eo ket chalet gant galloudoù-hud ar rousalki. Eus un tu all ar Vedmak a c'hell bezañ gwelet evel tud vil a-enep an dud dre ma c'hellont lazhañ anezho, kas kleñvedoù war ar c'hêrioù pe risañ kistilli. A-wechoù e vez laret outo int iiammet gant an diaoul.
Pal pennañ ar vedmak a zo stourm a-enep an dud fallakr o deus galloudoù hud (sorserezed, tud liammet ouzh an diaoul...). Ouzhpenn stourm a-enep an dud fallakr e vez ret dezhañ stourm a-enep al loened-hud pe an euzhviled : Vodyanoy pe rousalki.