Veleda, skrivet ivez Velleda, a oa belegez ha diouganerez ar bobl c'herman Bructeri, brudet e 69–70 da goulz emsavadeg penn ar Vataved, Gaius Julius Civilis, pa ziouganas reizh berzh amzerioù kentañ an emsavadeg a-enep al lejionoù roman.
Lod a wel un anv keltiek, marteze titl un diouganerez, diwar *welet- "gwelout"[1],[2]. Ar C'hermaned kozh a wele an diouganerezed evel doueezed. Ar Veleda-mañ, en eil hanterenn ar Iañ kantved, a oa hogozik doueez ha levezon bras he doa[3]. O chom e oa en un tour war lez ar stêr Lippe, adstêr d'ar Roen[4].
Merc'h e oa da Segenax, eus pobl ar Bructeri, hag o chom en un tour war lez ar stêr Lippe. Levezon bras he doa war ar pobloù german amezek.
Annezidi kêr roman Colonia Claudia Ara Agrippinensium (Köln hiriv) o doa he c'hemeret da dredeogez en un tabut gant an Tencteri, ur bobl c'herman hag a oa e-maez limes an Impalaeriezh roman. Evel tredeogez ne oa ket aotreet ar gannaded d'he gwelout, hag un hanterour a gase o c'himiniadez dezhi hag a zisklêrie hec'h embannoù dezho goude. Koulz hag un doueez e oa, e darempred gant an doueed Sucellus ha Nantosuelte.
E 69, Bloavezh ar Pevar Impalaer, e c'hoarvezas emsavadeg ar Vataved, a oa bet diouganet gant Veleda.
An asteroidenn 126 Velleda.