| |||
---|---|---|---|
Korf-eskern ur velosiraptor
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Sauropsida | ||
Usurzhad : | Dinosauria | ||
Urzhad : | Saurischia | ||
Isurzhad : | Theropoda | ||
Kerentiad : | Dromaeosauridae | ||
Genad : | Velociraptor | ||
Anv skiantel | |||
Velociraptor mongoliensis Osborn, 1924 | |||
Pelec'h e veze kavet | |||
Azia pellañ | |||
Prantad | |||
Kretase uhel, ~80-70 milion | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Ar Velociraptored ("Preizher fonnus" e latin)[1], ur genad Dromaeosauridae, a oa dinosaored a oa o vevañ war-dro 75 da 71 milion vloaz zo e-pad diwezh ar C'hretase.[2] Anavezout a reer daou spesad, daoust ma"z eus bet kaoz eus spesadoù all en amzer dremenet. V. mongoliensis eo ar spesad skouer. Dizoloet e oa karrekaennoù eus ar spesad-se e Mongolia. Un eil spesad, V. osmolskae, a oa badezet e 2008 diwar tammoù klopennoù kavet e Mongolia diabarzh, e Sina.
Bihanoc'h evit Dromaeosauridae all evel Deinonychus hag Achillobator, Velociraptor en doa koulskoude kalz eus perzhioù o c'horfadurezh. Ur c'higdebrer daoudroadek e oa. Pluñvek e oa gant ul lost hir ha reut, ha skilfoù e stumm filzier war pep pav a-dreñv, hag a veze implijet da lazhañ e breizhoù war a soñjer. Gallout a reer lakaat kemm etre ar Velociraptored hag an Dromaeosauridae all dre o c'hlopenn hir hag izel, gant ur muzell troet etrezek an nec'h.
Velociraptor (anvet ivez 'raptor') zo unan eus ar genadoù dinosaored brudetañ abalamour d'ar perzh bras a c'hoari e-barzh ar film Jurassic Park. Er film-se avat e oa diwir lod eus perzhioù e gorfadurezh, da skouer e oa kalz brasoc'h e vent evit na oa e gwirionez ha ne oa ket pluñvek. Anavezet eo mat ivez gant ar baleontologourien, abalamour ma'z eus bet deskrivet en tu all d'un dousennad relegenn garrekaet, ar muiañ eus holl an Dromaeosauridae. Ur garrekaenn vrudet zoken en deus miret ur Velociraptor krog-ha-krog gant ur Protoceratops.
1 metr uhelder hag 1,8 metr ledander e oa ar Velosiraptor. Debriñ a rae dinosaored bihan ha bronneged. Adkavet eo bet e eskern e Mongolia e 1924. Gwechall e oa strujus an hin du-hont ha bevañ a rae ar Velosiraptor er c'hoadeier, e-lec'h ma oa a-walc'h da zebriñ evitañ. Fonnus e rede ha war a seblant e oa speredek kenañ, ar pezh a zo bet ur gavadenn evit ar skiantourien ar bloavezhioù 1920 hag a grede e diotach an dinosaored.
Daoudroadek e oa ar Velosiraptor, hag implijout a rae e lost e-giz un doare da gempouezañ e gorf pa dage an dinosaored all gant ar skilfoù a oa ouzh e dreid.