Er yezhoniezh e vez implijet an termenoù verb-skoazell, pe verb-skoazellañ, pe skorverb, evit komz eus ur rummad verboù resis, kollet o fouez steroniel gante, hag a dalvez da reiñ titour kevreadurezhel ha/pe steroniel d'ar verb pennañ.
Kemmañ a ra implij ar verboù-skoazell a yezh da yezh, da skouer e c'hell ar verb "ober" talvezout da verb-skoazell e brezhoneg met n'hell ket talvezout ar verb "fazer", kevatal e ster, da verb-skoazell e portugaleg.
Talvezout a ra ar verboù-skoazell evit sevel amzerioù kevrennek ar verboù hag er yezhoù indezeuropek ha meur a yezh all e talvezont peurliesañ evit merkañ an arvez hag an doare hag evit sevel an tu-gouzañv.
E meur a yezh romanek (d.s. galleg hag italianeg) hag ivez e yezhoù germanek 'zo (d.s. alamaneg ha nederlandeg) e c'hell dibab an eil verb-skoazell pe egile talvezout da lakaat an diforc'h etre verboù tranzitivel amakuzativel diouzh un tu hag amergativel diouzh an tu all hervez ar verboù-skoazell implijet gante o-daou.
Tri verb-skoazell zo e brezhoneg.
Ar verb skoazell "kaout" a c'hall talvezout evit displegañ ivez ar verb "ober" d'e dro :