Er yezhoniezh e vez implijet an termen verb diglok (saoz. defective verb) evit komz eus ur verb diglok e displegadur, da lâret eo n'hall ket bezañ displeget en holl doareoù, amzerioù, gourioù ha/pe arvezioù evel ar verboù ordinal en hevelep yezh.
En iwerzhoneg n'haller displegañ ar verb arsa ("lâret") nemet en amzer-vremañ hag en amzer-dremenet. Ar verb-stagañ is ("bezañ") a vank dezhañ an amzer-dazont, an doare-gourc'hemenn hag an doare-divizout.
El latin ez eus ur rummad verboù diglok a c'hell bezañ displeget en amzer-dremenet nemetken, hep amzer-vremañ. Koulskoude, daoust ma vezont displeget en amzer-dremenet eo en amzer-vremañ e rank bezañ komprenet o ster, da skouer:
Meur a verb diglok ez eus e portugaleg, da skouer n'haller ket displegañ ar verb "colorir" ("livañ") er c'hentañ gour unander en amzer-vremañ (*"coloro") na rankout a reer implijout verboù all be troiennoù all en e blas, da skouer "pinto" (diwar ar verb "pintar") pe "estou a colorir"/"estou colorindo" ("o livañ emaon").
Verboù diglok eo ar verboù-doareañ e saozneg (hag er yezhoù germanek all), rak ne dalvezont hiziv nemet da verboù-damskoazellañ ha n'hallont ket bezañ displeget en holl amzerioù ha n'heller ket sevel gerioù-etre diwarne, n'o deus ouzhpenn stumm reizh ebet evit an anv-verb: