Er yezhoniezh e vez implijet an termen verb skañv (diwar light verb pe vector verb e saozneg) evit komz eus ur verb a dalvez da sevel verboù kevrennek. Kentoc'h evit reiñ titour semantikel, e talvez ar verboù skañv da verkañ perzhioù yezhadurel, da skouer an amzer hag an arvez yezhadurel. Da skouer:
Renket e c'hell bezañ ar verboù gwan neuze, hervez o arc'hwel, evel un doare verb skoazell.
Diorroet e vez ar verboù skañv diwar verboù "pounner" a-hed ar wezh, kollet gante tamm-ha-tamm o "liv" semantikel hag alies e vezont gwelet evel un ailhedenn en un dereziadenn (saoz. cline):
A-wezhoù e vez graet verboù gwan (saoz. (semantically) weak verb) anezhe, met disheñvel int diouzh ar verboù gwan kavet e meur a yezh c'hermanek.