Vestfold zo ur gontelezh e kreisteiz Norvegia. En-dro dezhi emañ kontelezhioù Buskerud ha Telemark, hag ar mor. Tønsberg eo kêr-benn velestradurel ar gontelezh, met Sandefjord eo ar gêr vrasañ enni. E miz Genver 2016 e oa 244 967 a dud o vevañ enni. En em astenn a ra war 2 225 km². Ma lakaer kontelezh Oslo a-gostez, ez eo ar gontelezh vihanañ er vro, a-fet gorread.