Ar Vesubia (Vésubie e galleg, Vesúbia en okitaneg) zo ur stêr e departamant gall an Alpes-Maritimes, 45 km hed dezhi, adstêr d'ar Var.
Eieniñ a ra e menezioù ar Mercantour, e-tal Saint-Martin-Vésubie, e-kichen al lago Bianco (2 665 m), ha goude degouezhout gant ar stêrioù Ciriegia (Le Boréon) ha Finestra ha diskenn en draoñienn.
Treuziñ a ra Roccabigliera ha Lantosca, kenberiñ er Var e Levenzo.
En Italia edo saonennoù uhelañ ar Vesubia adal 1861 betek 1947, pa voent roet da Vro-C'hall gant Feur-emglev Pariz adal Entracque betek Saint-Martin-Vésubie.