| |||||
---|---|---|---|---|---|
Vitis vinifera subsp. vinifera | |||||
Rummatadur Cronquist | |||||
Riezad : | Plantae | ||||
Isriezad : | Tracheobionta | ||||
Skourrad : | Magnoliophyta | ||||
Kevrennad : | Magnoliopsida | ||||
Iskevrennad : | Rosidæ | ||||
Urzhad : | Rhamnales | ||||
Kerentiad : | Vitaceæ | ||||
Genad : | Vitis | ||||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Vitis vinifera, ar winienn voutin, zo ur spesad gwezigoù sarmantek eus ar familh Vitaceæ, da lavaret eo hini ar gwini.
Gounezet e vez evit he frouezh a-gropadoù, ar rezin.
E diazad ar mor Kreizdouar e voe ganet, koulz hag e kreiz Europa hag e mervent Azia[1].
Etre 5 000 ha 10 000 doare Vitis vitifera zo bet renablet, met ul lodennig hepken anezho a ro rezin a zo talvoudus da vout gounezet.
Ul liammenn-red skantek he rusk eo, a c'hall kreskiñ betek 6 metrad hirder. Pebeilat eo he delioù flipennek ledan, 5–20 cm o hirder.
Bez' e c'haller debriñ rezin fresk, disec'het, evañ o chug fresk pe e lakaat d'ober gwin.
An doare gwinienn bennañ eo a vez gounezet en Europa hag er bed, peogwir he deus roet kalz gouennadoù a dalvez d'ober gwin, rak gant Vitis vinefera e vez roet ar fro gwellañ.
Daou is-spesad pennañ zo :
Hep mar ez eus meur a rummad en is-spesad Vitis vinifera vinifera, an niver anezho o vout kemm-digemm hervez ar skiantourion. Kantadoù a ouennadoù gwini zo bet ganet diwar Vitis vinifera, petra bennak ma teu lod anezho eus hironadurioù gant spesadoù arall.
E-maez ar re hiron ez eus bet gounezet gouennadoù diwar ziuzouennañ a-hed kantvedoù, ar pezh en deus o fellaet diouzh ar gwini gouez. Neuze e rankjed moarvat komz eus gouennadoù gwini "bet tapet diwar" Vitis vinifera.
E-pad milvedoù ez eo bet gounezet Vitis vinifera en Azia (Reter-Kreiz, Kaokaz), en Afrika an norzh hag ar su, en Europa ; kemmesket eo istor ar blantenn hag istor ar gwin abaoe keit all.
En Neolitik dija e oa anavezet gant mab-den, a gutuilhe rezin gouez kent kregiñ d'o gounez war-dro 3500-3000 KJK, koulz evit debriñ hag evit ar vezegiezh, e mervent Azia, en Armenia ha Jorjia, e Roumania ha Bulgaria.
E Meurgan Gilgamech (trede milved KJK) emañ ar meneg kentañ eus rezin ha gwin ; dre hieroglifoù Egipt e tesker e oa ar gwin un drugar miret evit ar veleion, an uhelgargidi hag ar faraon hepken.
Pelloc'h, en Henc'hres, e teskrivas Hesiodos doare e vro da vendemiñ ha d'ober gwin. Eus Henc'hres e voe kaset an troioù-micher-se da su Italia (Magna Grecia, "Gres Veur", pe c'hoazh Œnotria, "Bro ar gwin"). Eus su Italia e voe kaset d'an norzh ; gant an Etrusked eno e voe gwellaet an teknikoù, hag enhentet ar Romaned
Gwellaet c'hoazh e voe an doareoù gant ar Romaned, ha lod anezho zo chomet digemm abaoe ar skrid De Agri Cultura gant Kato an Henañ (234-149 KJK), unan eus al levrioù niverus bet skrivet en Henamzer a-zivout ar gwinierezh.
Er Reter-Kreiz en devoe ar gwinierezh ur pouez armerzhel diarvar betek ar VIIvet kantved, ma krogas da gilañ a-zirak islamekadur ar pobladoù.
En Europa, eus ar Vvet betek an Xvet kantved ne veze gounezet Vitis vinifera tost-da-vat nemet gant an urzhioù relijiel en o manatioù ; gant Beneadiz e voe plantet gwiniegi pelloc'h war-du an norzh hag uheloc'h er menezioù. Ar peurrest eus ar gwiniegi a veze e dalc'h an noblañs.
Eus dibenn ar Grennamzer betek an Azginivelezh e voe plantet mui-ouzh-mui a winiegi en abeg d'ar c'hresk e poblañs ar c'hêrioù ; peogwir e kreske ivez pinvidigezh ar varc'hadourion hag an artizaned e krogjont da bostañ arc'hant er gwinierezh, a c'hounezas a-nevez ur pouez en armerzh europat.
Da heul politikerezh trevadennour Europiz e voe degaset Vitis vinifera en holl gevandirioù : e Norzhamerika ez erruas er XVIIvet kantved, e Suamerika hag en Aostralia diwezhatoc'h.
E Norzhamerika e voe hironet gant gouennadoù lec'hiel, evit krouiñ plant a vije gouest da herzel ouzh ar c'hwen-gwini (Daktulosphaira vitifoliæ) ; imboudet e voe gwini amerikan war Vitis vinifera europat evit ma c'hallfe stourm gwelloc'h.
Vitis vinifera eo ar spesad gwini a vez gounezet dre ar bed a-bezh.
Trenk, startaus ha freskaus eo Vitis vinifera. Troazhus eo, skañvaat a ra an tanijennoù, gwellaat red ar gwad, reoliañ an diwadañ ha skarzhañ an toksinoù.
Perzhioù mat evit ar yec'hed zo d'ar blantenn ha d'he frouezh, evel m'eo bet gouezet abaoe pell.
Er vezegiezh hengounel, en Europa pergen, e veze arveret kement tamm eus ar blantenn evit klask pareañ meur a gleñved.