Er yezhoniezh e vez implijet an termen vogalenn etre (saoz.: mid vowel) war dachenn ar fonetik hag ar fonologiezh evit komz eus ur vogalenn ma vez lec'hiet an teod hanter-hent etre ur vogalenn digor hag ur vogalenn serr.
Tri live digoradur a zo roet gant al lizherenneg fonetik etrebroadel evit ar vogalennoù etre, hag ent-ledan e vez komzet eus vogalennoù etre evit an tri rummad vogalennoù-mañ :
Peurvuiañ e vez komzet eus vogalennoù etre evit an tri rummad-se pa studier yezhoù ma n'eus nemet unan anezho, ma n'eus ket pe ma'z eus nebeut-tre a enebadur etrezo.
Ent-strizh e vez anvet evel-se ar vogalennoù etre gwirion hepken.
N'eus nemet ur vogalenn etre rik ganti un arouezenn ispisial hervez al LFE. Ar vogalenn etre greiz, anvet ivez schwa, eo. Skrivet e vez [ə].
Evit ar re all ez eo ret implijout un adarouezenn. Da skouer, ur vogalenn etre a-raok nann-ront a c'hall bezañ treuzskrivet pe evel ur vogalenn izelaet ⟨e̞⟩ (gant un adarouezenn diskenn) pe evel ur vogalenn uhelaet ⟨ɛ̝⟩ (gant un adaourezenn bignat).
Setu amañ roll ar vogalennoù etre gwirion rizhek :