Ar Vojoù(Daveoù a vank) pe Vogezoù[1] (Vogesen en alamaneg; Vosges e galleg) zo menezioù e reter Bro-C'hall, etre Loren hag Elzas.
Ar gern uhelañ eo ar Großer Belchen (gwechall Sultzer Belchen; Grand Ballon e galleg ha Ballon de Guebwiller gwechall), dezhi 1 424 m uhelder. Ar ballonoù eo ar menezioù uhelañ, viheñvel an nec'h anezho.
Kozh eo an anv. E De bello gallico gant Julius Caesar e lenner ar meneg ex monte Vosego, diwar-benn ur menez etre Gallia celtica ha Gallia belgica. Bet eo an harz etre Kelted Haedui ha Kelted (Belged a lavar lod) Leuci, a veze brezel etreze. Plinius, a veze oc'h aveiñ ar morlu roman, a anaveze pin ar Vojoù.
Kaoz zo ivez eus un doue vosegus, un anv-gwan, er gerioù Merc[urio] vosego. En XIXvet kantved e krede an istorourien e oa bet un doue Vosegus o redek ar c'hoadoù teñval.
Tennet e oa bet Elzas-Loren digant Bro-C'hall e 1871 gant Alamagn. Etre 1871 ha 1918 e oa an departamant Vosges a-stok ouzh Alamagn. Neuze e komzed eus linenn c'hlas ar Vojoù, hag Elzas a-dreñv dezhi en Alamagn, o hiraezhiñ, hervez ar vroadelourien c'hall, dindan ar yev alaman.