Ar votadeg unanv gant un dro hepken a zo un doare votiñ implijet da zilenn un den hepken. Implijet e vez e kalz broioù evel Kanada, Breizh-Veur pe Stadoù-Unanet Amerika evit dilennadegoù broadel pe lec'hel. Boutinoc'h e vez en trevadennoù breizhveuriat kozh. E frammadur ur votadeg unanv gant un dro hepken e voter ur wech hepken e pep pastell-vro votiñ hag an danvez-kannad en deus gounezet muioc'h a vouezhioù eget ar re arall a vez dilennet, ha pa n'en defe ket gounezet ouzhpenn an hanter eus ar mouezhioù.
En ur votadeg unanv gant un dro hepken ne c'hell pep voter votiñ nemet ur wech hag evit un danvez-kannad hepken hag ar gounezer eo an hini en deus gounezet muioc'h a vouezhioù eget ar re arall. An dra-se a lakaa ar votadeg unanv gant un dro hepken d'an doare votiñ eeunañ evit ar voterien hag evit an dud a zo o c'harg merañ ar votadeg. Choaz harzoù ar pastelloù-bro a c'hell bout un abeg a gudennoù, avat.