Wall Street a zo ur straed e kêr New York, e su Manhattan. Tuet eo eus reter Broadway war-du East River betek South Street, a-dreuz ar Financial District, karter an aferioù e New York.
Graet e vez gant Wall Street dre ledanv evit ober anv eus ar c'harter a-bezh, hag ivez eus eskemmdi brasañ ar bed, an New York Stock Exchange.
Wall Street a dalvez kement ha "Straed ar Vur". Un difenn e oa, savet gant Izelvroiz Amsterdam-Nevez, a oa e tu ar su, marteze a-enep ar Saozon a oa e tu an norzh, pe neuze an Indianed. War ar c'hartennoù kozh e kaver skrivet de Waal-Straat e nederlandeg, ar pezh en deus lakaet lod tud da lavaret e oa evit "Mur ar Walloned", pa oa 30 familh eus Wallonia e-touez an diazezerien degaset gant al lestr Nieu Nederlandt e 1624.