Walther PP | |
---|---|
Ur bistolenn Walther PP | |
Kinnig | |
Bro orin | Alamagn |
Doare | Pistolenn damaotomatek SA/DA |
Munisionoù | .22 Long Rifle .32 ACP .380 ACP 9 × 18 mm Ultra |
Saver | Carl Walther GmbH Sportwaffen |
Mare produiñ | 1929-2005 |
Pouez ha muzulioù (hervez an adstumm) | |
Mas (hep kartouchenn) | Etre 675 g hag 850 g |
Hirder | 170 mm |
Hirder ar c'hanol | 98 mm |
Perzhioù teknikel (e .32 ACP) | |
Tizh o vont e-maez | 320 m/s |
Endalc'h | Karger fiñv 8 kartouchenn |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | B |
Ar Walther PP (evit Polizeipistole, "pistolenn ar polis") zo ur bistolenn damaotomatek produet gant an embregerezh Carl Walther GmbH Sportwaffen etre 1929 ha 2005.
Savet eo bet ar Walther PP evit ezhommoù ar polis alaman[1] e fin ar bloavezhioù 1920. Modern a-walc'h e oa pa oa bet lakaet e gwerzh abalamour d'he flatinenn un-ober ha daou-ober, d'he loc'henn dizarmiñ ha d'he sistem surentez war ar skoer. Un arm bihan, sur ha skañv e oa.
Esaet e voe gant arme Bro-C'hall e 1936 met ne voe ket asantet abalamour e kave d'ar soudarded e oa re luziet he gwikefre. Implijet e voe en Alamagn gant ar polis, al Luftwaffe hag un nebeud ofiserien eus ar Wehrmacht.[1] Goude un ehan e fin an Eil Brezel-bed abalamour da zistruj an uzin Walther e Thüringen e adkrogas produiñ ar bistolenn en uzin nevez Ulm. Etre 1955 ha 1989 e voe produet e Frañs dindan aotre gant an embregerezh Manurhin.
Berzh a reas ar Walther PP pa voe produet ouzhpenn 5 milion a skouerennoù anezhi.[2] Ar Walther PPK zo deveret anezhi.