Wanda zo un anv-badez polonek roet d'ar merc'hed. Anavezet mat eo ivez en Alamagn. Un anv-lec'h e c'hall bezañ ivez, disheñvel-mik e orin.
Dont a ra eus anv ar briñsez polonat mojennel Wanda (priñsez). Un darempred bennak zo gant pobl ar Wended.
Anavet eo e Pologn abaoe an XIIvet kantved. E 1947 e oa kontet da vezañ an eil anv-badez merc'hed implijetañ en istor ar vro.
Anavezet eo bet er broioù saoznek adal 1883 dre ar romant Wanda, gant ar romantourez saoz Ouida. E SUA e oa ar 47vet anv-badez ar muiañ roet d'ar merc'hed e 1934.